en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un epidemiezh eo ar c'hrinn-bev eme Cancère Colère

Un epidemiezh eo ar c'hrinn-bev eme Cancère Colère

« Ouzhpenn ur c'hleñved eo ar c'hrinn-bev, un epidemiezh eo ». Setu ar pezh a embann ar strollad Cancer Colère, bet krouet warlene gant Fleur Breteau. Deuet eo hi da vezañ brudet da vare vot al lezenn Duplomb 1, er breujoù. Mouezh an daou vilion a dud o doa sinet ur sinadeg a-enep d'al lezenn-se eo deuet da vezañ. Tarzhet e oa gant fulor war ar gannaded, fulor klañvidi ar c'hrinn-bev. Rak ar produoù kimiek a zo penn-abeg d'an hanter eus ar c'hrinnoù-bev e Frañs. Kavet e vezont e pep lec'h : en dour, en douar, en aer, er boued...Pep tra a zo saotret. Met muioc'h mui a dud a grog e-barzh ar stourm a-enep d'ar pestisidoù. Ur strollad lec'hel eus Cancer Colère a zo bet krouet er C'hab en diskar-amzer. Muioc'h a ditouroù gant Gaidig Rouz, a zo ezel eus ar strollad abaoe nebeud a amzer.


Klevet ho peus, tri darvoud a vo tro-dro da zonedigezh Fleur Breteau deus ar strollad Cancer Colère e Kerne Izel d'an 2 aviz Even e Douarnenez, d'an 3 e Pont-n-Abad ha d'ar 4 e Pontekroaz. Muioc'h a ditouroù da gavout dre facebook hag instagram cancer colère 29. Gellout a rit skrivañ d'ar strollad lec'hel da : cancercolere29finisteresud@pronton.me pe da cancercolere29capsizun@proton.me

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio